Emgann Saulė
From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgann Saulė (Saulės mūšis e lituaneg, Saules kauja e latveg, Schlacht von Schaulen en alamaneg), a vez graet « Emgann Šiauliai » anezhi a-wezhadoù e lituaneg (Šiaulių mūšis), a c’hoarvezas d’an 22 a viz Gwengolo 1236, nepell diouzh kêr Šiauliai a greder (diasur eo avat). Enebiñ a reas ar Varc’heion douger-kleze hag o c’hevredidi valt en un tu, ouzh ar Samogitianed en tu arall. Ar faezhidigezh c’hloazus roet d’an Urzh milourel katolik gant ar Valted pagan a oa bet ur bazenn da groaziadegoù an Hanternoz.
Fedoù berr-ha-berr Maread, Lec'h ...
Emgann Saulė | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus ar C'hroaziadegoù balt | |||||||
An dachenn emgann vartezeet. | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Marc’heion douger-kleze Republik Pskov Livonianed Latgallianed | Samogitianed | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Volkwin † | Vykintas | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
3 000 | etre 4 000 ha 5 000 | ||||||
Kolloù | |||||||
48–60 marc'heg lazhet 2700 den marv | dianav |
Serriñ