Fañch Broudig
From Wikipedia, the free encyclopedia
Fañch Broudig, pe Fañch Broudic[1], ganet e 1946, a zo ur c'hazetenner, ur skrivagner hag ur produer skinwel ganet e 1946 e Bulien (e-barzh kumun Lannuon abaoe 1961).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Fañch Broudig |
Anv ganedigezh | François Broudic |
Anv-bihan | Fañch |
Anv-familh | Broudic |
Deiziad ganedigezh | 1946 |
Lec'h ganedigezh | Bulien |
Breur pe c'hoar | Yann-Erwan Broudig |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Micher | kazetenner, skrivagner |
Bet war ar studi e | skol-veur Breizh-Izel |
Rener tezenn | Jean Le Dû |
Diellaouet gant | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek |
Blog ofisiel | http://www.langue-bretonne.org |
Breur eo da Yann-Erwan Broudig.
Pa oa teuliour e Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (Skol-veur Brest) en doa kroget da genlabourat gant an ORTF e Brest war-dro 1964 evit skingasadennoù skingomz ha skinwel e brezhoneg. En amzer-se ivez e voe e penn Breuriezh Sant Erwan, un aozadur savet gant ar beleg Armañs ar C'halvez evit bodañ brezhonegerien yaouank e Bro-Dreger.
Ezel e oa goude ag ar JEB. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar gevredigezh "Galv" (Comité d'Action Progressiste pour la Langue Bretonne) e 1968-69. Enni e oa bodet meur a gevredigezh : UDB, Ar Falz hag ar JEB da gentañ hag Yaouankizoù Penn-a-raok Breizh ivez goude, ha komiteoù lec'hel. Sekretour "Galv" eo bet Fañch Broudig.
Kemeret en deus e 1975 karg an abadennoù keleier er skinwel e Brest, e-lec'h Charlez ar Gall, a-raok bezañ anvet e 1991 da broduer dileuriet evit an abadennoù brezhonek e FR3 Kornôg e Roazhon. D'ar 1añ a viz Genver 2008 eo aet war e leve ha gant Bernez Rouz eo bet kemeret e lec'h e penn abadennoù brezhonek France 3.
Bet eo bet unan eus pennoù ar c'hevread Emgleo Breiz, bodet ennañ kevredigezhioù a gav gwelloc'h implijout ar "skritur skolveuriek". Dilennet eo bet evel prezidant ar c'hevread hag evel-se eo atebeg an embannadurioù liammet dezhañ (ti-emban Emgleo Breiz, ti-embann ha kelaouenn lennegel Brud Nevez, kelaouennoù pedagogel ar Skol vrezoneg hag ar Helenner.
Goude labourioù levrrollouriezh o tennañ d'e vicher gentañ eo en em lakaet Fañch Broudig da embann levrioù diwar-benn istor hag emdroadur ar brezhoneg (sellit ouzh e dezenn diwar-benn an implij eus ar brezhoneg).