Femme fatale
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar femme fatale zo un anv gallek, adkemeret e kalz yezhoù all, a vez graet eus un dudenn el lennegezh (adkemeret goude er fiñvskeudennerezh), hag a zo ur vaouez a zegas ar marv d'an dud, hag a c'hallfe bezañ matezh an Ankou e brezhoneg neuze, pe da vihanañ droukchañs d'ar wazed hoalet ganti.
Kavet e vez e mojennoù an holl vroioù hag a-hed istor al lennegezh, gwech evel morganez, pe sunerez-gwad, diaoulez pe sorserez, gwech evel soudardez, spierez, ha micherioù all c'hoazh. Sachañ a ra gwazed dinerzh daveti, paket e rouedoù o c'hoant.
Unan eus penntudennoù al lennegezh hag an arz eo eta, abaoe hor mamm Eva. Galloudoù hud he deus, teogiñ a ra he freizh, ur gwaz (peurliesañ) eta, evel pa vije un diaoulez tec'het eus puñs an ifern, o c'hoari gant he c'hened, gant he hoal, ha gant ar c'hoant c'hwezhet er wazed, da gas he mennozh kuzh da benn-vat.
Met ouzhpenn gant he c'horf e oar c'hoari ha mont a ra betek livañ gevier ha mont dre nerzh. Gant kontell pe kontamm e oar ober ivez.
A-wechoù avat ne vez nemet ur paourkaezh plac'h paket e rouedoù an tonkadur, evel er film du The Lady from Shanghai e 1948 .