Film brezel
doare film o taolenniñ ar brezel / From Wikipedia, the free encyclopedia
Film brezel a vez graet eus un doare filmoù, eus ur rann eus ar sinema. Taolennet e vez oberezhioù brezel, dre aer, war vor, war zouar. Lodennoù emgann ar film eo ar re diazez. An temoù diskouezet a zo ar stourm, dreistbevañ ha terc'hout, kamaladiezh etre soudarded, an aberzh, dizenelezh ha dibouezh ar brezel, dilec'hioù ar brezel war ar gevredigezh ha kudennoù moral ha denel ganet adal ar brezel.
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Danvez pennañ ...
Serriñ
An doare filmoù-se zo liammet don gant istor an XXvet kantved. Broioù zo evel Sina, Indonezia, Japan, pe Rusia o deus un hengoun filmoù brezel, liammet ouzh o istor met gant stummoù disheñvel hervez ar vro. Eus filmoù birvidik betek dramaoù istorel pe istorioù karantez brezel, lies eo isrannoù an doare filmoù-se.