From Wikipedia, the free encyclopedia
E barrez klasel ec'h implijer an termen fouetté rond de jambe en tournant evit deskrivañ un doare troadenn ganti ar fouetté da ziazez.
Bewezh ma tro e laka un troad plaen war al leur e-pad ur prantadig bihan en emstumm plié keit ha ma astenn ar c'har oberiant (da lavaret eo, an hini o fiñval) er pevare emstumm en l'air pe à la hauteur en avant ("dirak") a-raok he kas a-daol trumm a-gostez en ur diastennañ ar c'har oberiant betek ma stok ouzh ar c'har all m'emañ an dañser en e sav warni a-dreñv d'ar glin. Diwar ar fiñvadenn gentañ-se e teu nerezh a-walc'h evit teriñ ur wezh en ur gas da-benn ur relevé o sevel en pointe. Pa vez kaset da-benn evel m'emañ dleet e rank an dañser chom a-sonn atav, hp mont a du da du.
Er Skol rusek e vez astennet ar c'har à la seconde e lec'h pevare emstumm avant.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.