![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5f/Traite_de_Verdun.svg/langbr-640px-Traite_de_Verdun.svg.png&w=640&q=50)
Frankia ar C'hornôg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Frankia ar C'hornôg eo anv ar rouantelezh roet da Karl Voal (840-877) pa voe rannet Impalaeriezh e dad-kozh Karl Veur e 843, hervez feur-emglev Verdun.
Deiziad krouiñ | 843 ![]() |
---|---|
Anvet diwar | Franked ![]() |
Yezh ofisiel | latin, Old French, brezhoneg ![]() |
Kevandir | Europa ![]() |
Kêr-benn | Pariz ![]() |
Renad politikel | hereditary monarchy ![]() |
Office held by head of state | king of West Francia ![]() |
Moneiz | solidus, triens, Diner, pfennig ![]() |
A zo stok ouzh | Rouantelezh Breizh, emirate of Córdoba ![]() |
Raklec'hiet gant | Rouantelezhioù ar Franked ![]() |
Heuliet gant | Rouantelezh Bro-C'hall ![]() |
Erlec'hiet gant | Rouantelezh Bro-C'hall ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Impalaeriezh ar C'hornôg ![]() |
Yezh implijet | Gallo-Romance ![]() |
Deiziad divodadur | 987 ![]() |
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5f/Traite_de_Verdun.svg/640px-Traite_de_Verdun.svg.png)
En douaroù Frankia ar C'hornôg e oa Neustria gozh, Akitania gozh ar Romaned, ha hanternoz Bourgogn: komz a reer hiziv eus Bro-C'hall ar peder stêr-veur.
Frankia nemeti e vo, rak adal an Xvet kantved e vo graet Germania eus Frankia ar Reter, a deuio da vout an Impalaeriezh Santel Roman German.
Dont a raio Frankia ("Francia") da vout "France", pe Rouantelezh ar Franked, un anv a gaver en alamaneg pa vez lavaret Frankreich. Tamm ha tamm e teuy da vout Île-de-France, domani Roue ar Franked, ha netra ken.
Met ret e vo gortoz amzer ar roue Fulup II an Aogust, e dibenn an XIIvet kantved, evit ma vo kaoz eus roue Bro-C'hall.