Goueloù
From Wikipedia, the free encyclopedia
Goueloù, pe Goelo, pe Bro-Oueloù, zo ur gontelezh kozh eus Breizh, e kornôg Bro-Sant-Brieg, dre vras adalek kêr Sant-Brieg betek genoù an Trev.
Degouezhout a ra gant douar ar vro roman gozh « velaviensis pagus ». A-wechoù e soñj da lod brezhonegerien emañ Gouelo e Breizh-Izel penn-da-benn, met n'eo ket gwir. Enni emañ
- kantonioù Pempoull, Lannolon, Plouha, Plagad, e Breizh-Izel,
- kantonioù Kastellaodren, Staol, e Breizh-Uhel,
- kumunioù Kemper-Gwezhenneg, Sant-Kleve ha Sant-Jili e Breizh-Izel,
- kumunioù Porzhig, Plerin ha Tremuzon, e Breizh-Uhel.
A-wechoù e kred lod emañ (pe e oa, rak pell zo eo echu mare Goueloù istorel) kanton Pontrev e Treger, a-wechoù e Goelo. E gwirionez eo kalz koshoc'h Goueloù eget ar c'hanton (1790), ha Pontrev a oa al lec'h tremen etre Treger ha Goueloù : e Goueloù emañ (pe e oa) ar parrezioù war lez dehoù an Treñv[1].