Gourloez
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gourloez, anavezetoc'h evel Urlo pe Urloù, pe Sant Urlo, a voe kentañ abad Abati ar Groaz Santel e Kemperle. Abadet e voe d'ar 14 a viz Gwengolo 1029 gant Orscand, eskob Naoned. Erruout a reas en e abati nevez gant 12 manac'h o tont eveltañ eus abati Redon. Madoù a voe roet d'an abati gant Alan Kanhiart, kont Kerne : Lothea, Bai, Mellag, Tremeven hag Ar Gerveur.
- Delwenn-led Gourloez en Iliz ar Groaz Santel e Kemperle.
- Iliz Kemperle a oa iliz Abati ar Groaz Santel, ha Gourloez ar c'hentañ abad anezhañ.
- Plakenn-straed e Kemperle.
- Feunteun ha chapel Sant Urloù e Lannejenn.
- Feunteun Sant Urloù e Langedig.
- Delwenn Gourloez e Chapel Sant Tugdual e Landudal.
Mervel a reas e 1057 goude bet o ren an abati e-pad eizh vloaz warn-ugent war-bouez ugent deiz, hervez Dom Placide Le Duc. Anvet eo bet da wenvidig gant ar pab.