From Wikipedia, the free encyclopedia
*Ur pennad gwrac'h (disheñvelout) zo, diwar-benn holl sterioù ar ger.
Ur wrac'h zo ur vaouez kozh, kazus, a zo galloudoù hud dezhi peurliesañ. Bannañ miligadennoù ouzh ar re ne gar ket a c'hall ober. Ur seurt strobinellerez (pe sorserez) eo.
Ar ger gwrac'h (gwrach e kembraeg, gwragh e kerneveureg) a dalv kement hag ur vaouez kozh, pe divalav, ha desket war ar sorserezh. Dont a ra eus ar ger kent-keltiek *wrakkā hag a c'hallfe dont eus ar ger kent-indezeuropek *wiHrós (ur gour, ur gwaz).
Ar ger sorserez a deu eus an anv latin sortarius, sorser, an den a lavar sortoù, da lavarout eo mallozhioù, eus ar ger latin sors, sortis, a dalv diougan, ha da-heul, planedenn.
En alamaneg e lavarer Hexe, hag e saozneg Hag. Ar geriennoù-se a zeufe eus ar c'hentgermaneg "**hagatusjon-" hag a dalvfe "spered troc'hus".
E gregach avat e veze lavaret stryx, en latin striga -ae , ha diwar-se stria, strega en italianeg, estrie en galleg.
Sorgin e euskareg. Bruja e spagnoleg a deu eus ar ger galizek bruxa, a deufe eus ur ger iberek bruixa.
Krediñ a reer e oa ar gwrac'hed kentañ maouezed a ouie diouzh an natur hag an dud en-dro dezho. Ma ne ouient ket lenn e ouient diouzh ar plant hag al louzoù, e c'hallent pareañ, hag e tistagent gerioù hud en uraozañ o louzeier.
Diouzh frouezhusted ar vaouez eo dazont ar ouenn. Amiegez e oa ar wrac'h alies, ha brudet da c'houzout kevrinoù ar vuhez hag ar marv, ar yec'hed hag ar c'hleñved.
Er mojennoù e c'hall ar gwrac'hed nijal, war gein ul loen, ur bouc'h alies (arouez an diaoul) pe ur valaenn.
Er Grennamzer e veze graet brezel didruez ouzh ar gwrac'hed gant an Iliz dre ma oant gwelet evel enebourezed ar relijion, ha mignonezed an Diaoul. Kondaonet e vezent da vezañ devet peurvuiañ. Ur skouer brudet eo hini Janed Ark, kondaonet dre ma oa gwrac'h.
E lennegezh-pobl Kembre ez eus kaoz eus gwrac'hed. Setu anvioù un nebeud anezho:
Brudet eo sorgiñak ar vro, a en em vode, a lavarer e kevioù Zugaramurdi, e menezioù Nafarroa.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.