Halac'ha
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Halac'ha (hebraeg : הֲלָכָה, distagadur sefarad : [halaˈχa] ; distagadur achkenaz [haˈloχo] ; treuzlizherennet peurvuiañ halakha) eo dastumad al lezennoù relijiel yuzev tennet eus an Torah dre skrid ha dre gomz. Diazezet eo war ar gourc'hemennoù en Torah (mitzvot), displeget hag astennet gant al lezennoù talmudek ha rabinek, ouzhpenn ar c'hustumoù dastumet e labourioù evel ar Shulchan Aruch. Treiñ a reer halac'ha gant "Lezenn yuzev" alies, daoust ma vije reishoc'h lavaret "an doare d'en em zerc'hel" pe "an doare da vale". Deveret eo ar ger eus ur wrizienn a dalvez "en em zerc'hel", "mont" pe "bale". Ouzhpenn ar c'hredennoù hag an emzalc'hioù relijiel a vez reizhet gant an halac'ha, met ivez doareoù ar vuhez pemdez.
Ez-istorel, en diaspora yuzev, e servije an halac'ha da lezenn geodedel ha relijiel - d'ur mare ma ne oa ket a ziferañs etre an daou. Abaoe ar Sklêrijennoù yuzev e oa bet gwelet an halac'ha evel un dra ha ne oa ket ret heuliañ kement-se er vuhez pemdez, dreist-holl dre ma oa diazezet war disklêriadurioù ar rabined. Hiziv, er gwir israelat, lodennoù eus gwir ar familhoù hag ar statud personel dindan beli al lezioù-barn rabinek a bleg gant an halac'ha. Disheñvelderioù en halac'ha a gaver etre an Achkenazed, ar Sefaraded, ar Mizrac'hed, an Etiopianed ha strolladoù yuzev all a veve pell an eil re diouzh ar re all gwezhall.
613 Mitzvot • Halac'ha • Kabbala • Midrash • Minhag • Talmud • Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim) • Targoum
|
Strolladoù sokial-sevenadurel |
---|
Achkenazed • Djouhouried • Mizrac'hed • Samaritaned • Sefaraded
|
Istor ar Yuzevien |
Brezelioù yuzev-roman • Diaspora • Harlu Babilon • Istor ar Yuzevien er Grennamzer • Istor ar Yuzevien en Henamzer • Templ Jeruzalem
|
Istor ar Yuzevien dre vro |
Alamagn • Breizh • Broioù muzulman • Frañs • Israel • Polonia • Rusia • Spagn • Stadoù-Unanet
|
Kredennoù yuzevek |
Adgroueouriezh yuzev • Esened • Fariseed • Karaegezh • Kristeniezh kentidik • Ortodoksiezh yuzev • Sadukeed • Samaritanegezh • Yuzevegezh an Eil Templ • Yuzevegezh adreizhet • Yuzevegezh frankizour • Yuzevegezh kentidik • Yuzevegezh virour • Zeloted
|
Lidoù |
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev
|
Yezhoù yuzev |
Bouc'horeg • Djidieg • Grouzineg • Hebraeg • Ladinoeg • Yideg • Yuzev-tateg
|
Strolladoù politikel er yuzevegezh |
Aliyah • Brezel israelat-arab • Bund • C'hasidegezh • Dishualidigezh ar Yuzevien • Haskalah • Hasmoneed • Istor ar sionouriezh • Istor Stad Israel • Kibboutz • Sanhedrin • Sionouriezh • Trevadennoù yuzevek e Palestina
|
Heskinerezh ar Yuzevien |
Enepyuzevegezh • Shoah |