Henrique Iañ Portugal
From Wikipedia, the free encyclopedia
Henrique Iañ Portugal (1512-1580), lesanvet "o Casto", a oa kardinal ha roue Portugal entre 1578 ha 1580.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8f/17-_Rei_D._Henrique_-_O_Casto.jpg/220px-17-_Rei_D._Henrique_-_O_Casto.jpg)
Pempet mab Manuel Iañ Portugal, roue Portugal, hag e eil pried Maria Aragon e oa, ha breur yaouankañ João III Portugal.
Ne oa ket da ren, ha se zo kaoz ez eas da veleg. Da 66 vloaz avat e teuas da vezañ roue, met ne renas nemet daou vloaz, ha mervel hep mab ebet da gemer e lec'h.