Hidalgo (noblañs)
From Wikipedia, the free encyclopedia
*Gwelout ivez Hidalgo.
Un hidalgo (e spagnoleg) pe fidalgo (e portugaleg) a oa un den eus an noblañs e Spagn ha Portugal.
E Kastilha ha Portugal, e veze graet gant ar ger hidalguia adalek an XIIIvet kantved da ober anv eus an holl dud eus an noblañs izel a ouenn el ledenez.
Dont a ra ar ger hidalgo eus fijodalgo, a dalv kement haж « mab da unan bennak». Abred e voe graet gant an anv-se eus an holl dud en noblañs a oa dezho dreistgwirioù hag enorioù a zeue dezhe a-berzh o lignez hag a legadent d'o mibien (tailhoù zo ha n'o deveze ket da baeañ, kastizoù a gorf n'halled ket reiñ dezho). En Aragon e veze graet gant ur ger all, ciutadans honrats, (keodedourion enoret), hag e Nafarroa e veze lavaret infanzones anezho.