Hippolyte
From Wikipedia, the free encyclopedia
Hippolyte (Ἱππόλυτη / Hippólutê, e gregach, diwar ἵππος / híppos, « marc'h » ha λύειν / lúein, « distagañ ») a oa merc'h d'an doue Ares ha da Otrere, e mojennoù Hellaz kozh, ha rouanez an Amazonezed war-lerc'h he mamm. Perc'henn e oa d'ur gouriz hud, roet dezhi gant he zad, doue ar brezel.
Meur a zoare zo d'ar vojenn savet diwar he fenn. Kemmesket e vez gant Antiope, a oa rouanez an Amazonezed ivez, hag a-wechoù gant Melanippe; gwechoù a vez e lenner e oa c'hoar dezho o-div. Hippolyte hag Antiope a zo kontet o-div da vezañ mamm da Hippolytos ivez, ha Melanippe, Antiope ha Penthesileia da vezañ c'hoarezed dezhi.