From Wikipedia, the free encyclopedia
Hunvre Jakob (El sueño de Jacob e spagnoleg) zo un eoullivadur krouet e 1639 gant an arzour spagnol José de Ribera (lesanvet Lo Spagnoletto). War ziskouez emañ e Mirdi ar Prado e Madrid.
Gwelet a reer Jakob evel ur mêsaer o kousket, gant ur wezenn a-dreñv dezhañ. En tu all, pell en a-dreñv e weler ur skeuliad gouloù, "skeul Jakob", gwelet gantañ dre e gousk. N'eo ket ur gwir skeul, graet gant tammoù koad, met skeulioù heol, ha drezo e tremen an aeled da bignat d'an neñv pe da ziskenn dioutañ.
Ul livadur eus skol spagnol ar XVIIvet kantved eo. Taolennet ez eus aze un arvest a gonter en Testamant Kozh, e Levr ar C'heneliezh, er pennad 28.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.