I Saw Three Ships
From Wikipedia, the free encyclopedia
I Saw Three Ships (Come Sailing In) ("Gwelet em eus tri lestr (o tont)")) zo ur ganaouenn saoznek diwar-benn Nedeleg, savet marteze en Derbyshire, er XVIIvet kantved. Embannet e voe gant William Sandys e 1833.
Kaoz zo eus listri o tegouezhout e porzh Bethlehem, met an tostañ mor, ar Mor Marv, zo 32 km ac'hano. An tri lestr a zo anv anezho a vefe tri lestr hag a zegasas relegoù an Tri Roue da iliz-veur Köln en XIIvet kantved.
Hervez ur vartezeadenn all e vefe un damveneg da skoed Wenceslaus II, roue Bohemia, ha warnañ tri gale arc'hant. Kaoz zo ivez eus an tri lestr evel arouez tri dremedal gwelet evel listri an dezerzh.