Impalaeriezh Kushan
From Wikipedia, the free encyclopedia
Impalaeriezh Kushan (e-tro ar Iañ–IIIde kantved) a vez graet eus ur Stad zo bet en he barr tro-war-dro ar bloavezhioù 105–250. En em ledañ a rae a reter da gornôg eus Tadjikistan betek mor Kaspia hag a norzh da su eus Afghanistan tre betek traoñienn ar stêr Ganga. Savet eo bet an impalaeriezh gant Kushaned, ur meuriad Yuezhi a oa ur bobl a zeue eus ar Xinjiang a-hiziv e Sina. Marteze a-walc’h tud kar d'an Dokharianed. Darempredoù diplomatel o doa skoulmet gant Roma, an impalaeriezh sasanid Pers ha Sina. E-kreiz an eskemmoù etre ar reter hag ar c’hornôg int bet e-pad meur a gantved.