![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a3/GrootNederlandinEuropa.png/640px-GrootNederlandinEuropa.png&w=640&q=50)
Izelvroioù bras
From Wikipedia, the free encyclopedia
Er bloavezhioù 1920 e voe kinniget krouidigezh ur vro hag a vije anvet Groot-Nederland, an Izelvroioù Bras.
Diazezet e vije war ar broioù ma komzer izelvroeg, da lavarout eo an Izelvroioù ha Flandrez istorel (Flandrez velgiat ha Flandrez c'hall). Bez' e oa eus an unanded-se betek 1585 pa voe torret, adsavet e voe etre 1815 ha 1830 pa voe torret adarre da vare krouidigezh Belgia.
Poellek eo ar mennozh e-keñver yezh, met diboell e-keñver relijion pa'z eo katolik Flandreziz ha protestant Izelvroiz.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a3/GrootNederlandinEuropa.png/640px-GrootNederlandinEuropa.png)