Jederez
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur jederez zo un ijinenn hezoug elektronek evit eeunaat ha suraat ar jediñ, eus ar jedadennoù niveroniel eeun betek ar jedoniezh kemplezh. E deroù ar bloavezhioù 1960 e voe krouet an hini gentañ, ha war he lerc'h e teuas war wel ar jederezioù godell er bloavezhioù 1970 goude bezañ dispaket ar mikroprosesor Intel 4004 gant Intel evit ar gompagnunezh japanat Busicom. Gant ar grug elektronek e teuas bihanoc'h o ment ha dereatoc'h o friz.
Bremaén emañ skalf ar jederezioù eus ar re varc'hadmat-kenañ, mentet evel ur gartenn-vank, betek ar re solut evit ar burev pe al labour skiantel hag a c'hall ober jedadennoù trigonometriezh ha stadegouriezh. Un benveg boas eo evit ar skolidi hag ar studierien.
Gant binvioù all e vez programmoù jediñ etreoberiat, evel ar PDA (Personal Digital Assiastant), ar pellgomzerioù hezoug ha reizhiadoù korvoiñ an urzhiaterioù abaoe an UNIX kentañ.