![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/79/India_Jharkhand_locator_map.svg/langbr-640px-India_Jharkhand_locator_map.svg.png&w=640&q=50)
Jharkhand
From Wikipedia, the free encyclopedia
Jharkhand (झारखंड en hindieg, ঝাড়খণ্ড e banglaeg) zo unan eus stadoù India, e reter ar vro. Savet e oa bet e miz Du 2000, gant un tamm eus stad Bihar. Emañ Jharkhand etre ar stadoù-mañ : Bihar en hanternoz, Uttar Pradesh ha Chhattisgarh er c'hornôg, Orisa er c'hreisteiz, ha Kornôg Bengal er reter. Poblet eo gant 26 909 428 a dud (2001), ha gant se ez eo an 13vet stad vrasañ en India e-keñver poblañs. An 28vet stad vrasañ eo a-fed gorread. An hindieg eo ar yezh ofisiel.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/79/India_Jharkhand_locator_map.svg/640px-India_Jharkhand_locator_map.svg.png)
Ranchi eo ar gêr-benn, ha Jamshedpur eo ar gêr vrasañ er stad. "Bro ar c'hoadoù" e vefe ster an anv Jharkhand.