Jili Raez
From Wikipedia, the free encyclopedia
Jili Montmorency-Laval, anavezet evel Jili Raez ha lesanvet "Suner-gwad Breizh" a oa bet ganet e miz Gwengolo pe Here war-dro ar bloaz 1405 e kastell Machikoul pe hini Champtocé-sur-Loire. Marichal Bro-C'hall e voe, hag ambroug a reas Janed Ark e-kerzh hec'h emgannoù.
Perzh a gemeras er Brezel Kant Vloaz kent kas ur gwall vuhez ken na voe tamallet dezhañ oberoù a sorserezh, sodomiezh, ha muntrañ tregont krouadur. D'ar 25 a viz Here 1440 e voe barnet d'ar marv : kerkent hag antronoz e voe krouget ha peuzdevet e Naoned. Douaret e voe e gorf en iliz kouent ar C'harmezed da-c'houde.