![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c5/JOHN_M._BROWNING.jpg/640px-JOHN_M._BROWNING.jpg&w=640&q=50)
John Browning
aozer armoù-tan stadunanat / From Wikipedia, the free encyclopedia
John Moses Browning, ganet d'an 23 a viz Genver 1855 e Ogden (Utah Territory, Stadoù-Unanet Amerika) ha marvet d'ar 26 a viz Du 1926 e Liège (Belgia), a oa ur c'hrouer armoù amerikan en deus savet meur a seurt armoù-tan, mekanikerezhioù armoù-tan ha munisionoù implijet hiziv an deiz c'hoazh. Savet en deus e arm kentañ da 13 vloaz e stal armoù-tan e dad ha disklêriet en deus e vreved kentañ evit un arm-tan d'ar 7 a viz Here 1879, hag eñ 24 bloaz. Gwelet eo evel unan eus krouerien armoù-tan donezonetañ an XIXvet hag XXvet kantved. Digoret en deus klaz da ziorren an armoù tennata, damaotomatek hag aotomatek modern a-drugarez d'ar 128 breved disklêriet gantañ.
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | John Moses Browning ![]() |
Anv-bihan | John, Moses ![]() |
Anv-familh | Browning ![]() |
Deiziad ganedigezh | 23 Gen 1855 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Ogden ![]() |
Deiziad ar marv | 26 Du 1926 ![]() |
Lec'h ar marv | Liège ![]() |
Abeg ar marv | heart failure ![]() |
Lec'h douaridigezh | Ogden City Cemetery ![]() |
Tad | Jonathan Browning ![]() |
Bugel | Val A. Browning ![]() |
Micher | inventor, aozer armoù-tan ![]() |
Bet war ar studi e | Utah Tech University ![]() |
Relijion | The Church of Jesus Christ of Latter-day Saints ![]() |
Oberenn heverk | Colt M1911, M2 Browning, .45 ACP ![]() |
Prizioù resevet | National Inventors Hall of Fame ![]() |
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/97/John_M._Browning_with_his_Auto_5_shotgun_%282%29.jpg/640px-John_M._Browning_with_his_Auto_5_shotgun_%282%29.jpg)
E-touez e ijinadennoù brudetañ e kaver ar bistolenn Colt M1911, bet kopiet meur a wech er bed abaoe ; ar vindrailherez M1919, ar BAR M1918, hag ar Browning Auto-5, ar fuzuilh-chase damaotomatek kentañ. Labourat a reas gant an embregerezh amerikan Winchester Repeating Arms Company eus 1883 betek 1898. Pa voe nac'het gant an embregerezh un emglev evit produiñ an Auto-5 nevez-savet gantañ ez eas da varc'hata gant an embregerezh belgiat FN Herstal.
D'ar 26 a viz Du 1926 e varvas e Liège diwar un taol-kalon e savadurioù an FN Herstal. O labourat e oa war ur bistolenn 9 mm damaotomatek nevez, a deuas da vezañ an FN HP35, brudet dindan e anv all, Browning Hi-Power.
Kenlabourat a reas gant embregerezhioù all evit sevel pezhioù armoù pe mekanikerezhioù : Colt, Remington, Savage ha Stevens.