Kaozeadenn Implijer:Gwelonv
From Wikipedia, the free encyclopedia
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Fulup 2 Ebr 2006 da 14:28 (UTC)
- Setu krog mat out ganti bremañ. Gwelet em eus out bet o reizhañ traoù yezh war un toullad pennadoù. Un dra vat eo. Diwall memes tra da reizhañ fazioù hepken ha neket cheñch dibaboù yezh aozerien ar pennadoù n'int ket fall dre ret. Da skouer, n'eo ket direizh ober gant "gwech" e-lec'h "gwezh". Arabat reizhañ neuze pa n'eus ket bet degemeret diviz ebet war ar poent-mañ war ar wiki evit c'hoazh. Diwall ivez pa cheñchez traoù en ur ger pe un droienn etre sonelloù [[...]] rak gellout a rez terriñ liammoù war-du pennadoù all. Ma, nebeut a dra. Kalon vat dit da genderc'hel ganti. --Fulup 2 Ebr 2006 da 17:45 (UTC)
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Gwelonv, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Gwelonv. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : |