Kelan taouarc'heg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kelanoù an taouarc'hegi, anavezet ivez evel tud an taouarc'hegi, zo kelanoù tud miret en un doare naturel kavet e taouarc'hegi e Norzh Europa. Er c'hontrol eus ar pep brasañ eus an dilerc'hioù kozh tud, kelanoù an taouarc'hegi o deus dalc'het o c'hroc'hen hag o organoù diabarzh abalamour da zoareoù an endro. Da lâret eo e labour a-gevret an dour trenk-kenañ, ur wrez izel, hag an diouer a oksigen da viret o c'hroc'hen, en ur givijañ anezhañ avat. Daoust ma'z eo miret o c'hroc'hen, o eskern ne vezont ket miret peurliesañ rak trenkenn an taouarc'h a deuz fosfat kalsiom an eskern.
Ur skiantour german, an doktor Alfred Dieck, en deus renablet e 1965 ouzhpenn 1850 kelan kavet e taouarc'hegi e Norzheuropa[1],[2],[3], met er stad m'emañ an imbourc'h skiantel, kalz anezhe ne c'hallont ket bezañ gwiriet gant dielloù pe kavadennoù arkeologel[4]. Bloaziet eo bet ar pep brasañ eus ar c'horfoù-se, ket an holl avat, eus Oadvezh an arem. Kalz anezhe eo anat warne int bet lazhet ha dilezet er memes doare, ar pezh a ziskouez un doare elfenn lidek, ha kalz arkeologourien a soñj int bet lazhet e-pad aberzhioù tud pagan da vare Oadvezh an arem. E-mesk ar skouerioù brudetañ eman Den Tollund ha Den Grauballe eus Danmark ha den Lindow eus Bro-Saoz.