Kenurzhiennoù sferek
From Wikipedia, the free encyclopedia
Graet e vez kenurzhiennoù pellennek[1] eus meur a reizhiad kenurzhiennoù eus an egor hag a zo un hollekadur eus kenurzhiennoù bleinel ar plaen.
Daveet e vez ar poentoù enno gant ar pellder diouzh un ahel ha gant daou gorn. Implijet ingal e vez ar reizhiad-se evit an daveañ douaroniel : an uhelder, al ledred hag an hedred a zo ur stumm all eus ar c'henurzhiennoù-se. Meur a reizhiad kenurzhiennoù pelennek a vez implijet ee steredoniezh.
Bez' ez eus meur a genemglev evit termenañ ar c'hornioù. Er pennad-mañ ec'h implijer ar c'henemglev P(ρ,φ,θ) a vez implijet e matematik, m'eo φ anv ar genledred a zo etre 0 ha , ha θ anv an hedenn a zo etre 0 ha .