Kib vell-droad ar bed 1930
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kib vell-droad ar bed 1930 a zo kentañ dalc'h Kib vell-droad ar bed, ur gevezadeg-sport hag a c'hoarvezas en Uruguay eus an 13 d'an 30 a viz Gouere 1930.
Ne voe nemet trizek skipailh hag a gemeras perzh evel ma tiskouez an tri foull bet tennet d'ar sort :
Muioc'h a ditouroù Poull 1, Poull 2 ...
Poull 1 | Poull 2 | Poull 3 | Poull 4 |
---|---|---|---|
Serriñ
Dalc'het e voe triwec'h krogad ar genstrivadeg e tri sportva e Montevideo (kêr-benn Uruguay) : Estadio Centenario, Estadio Gran Parque Central hag Estadio de los Pocitos. Dek pal ha tri-ugent a voe merket hag an hini kentañ anezhe gant ar c'hoarier gall Lucien Laurent. Mont a reas ar c'hoarier arc'hantinat Guillermo Stábile da wellañ paler (eizh pal) ar gevezadeg, renket da eil ar c'hoarier uruguayat Pedro Cea (pemp pal).