From Wikipedia, the free encyclopedia
La Tortue (Latòti e kreoleg Haiti) zo un enezenn ern gwalarn da aod Haiti, dezhi war-dro 37 km led ha 7 km hed, 180 km². Brudet e oa evel repu ar vorlaeron er XVIIvet kantved.
Anvet e oa Isla de la Tortuga gant ar Spagnoled, abalamour d'he stumm. Kentañ douar Hispaniola a voe trevadennet gant ar C'hallaoued e oa. Ar Spagnoled a oa diazezet mat en Hispaniola ne oant ket niverus e La Tortue.
Daou varevezh illur a zo en istor an drevadenn: ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved.
Er XVIIvet kantved, marevezh aour ar vorlaeron, e oa kêrbenn ar flibusterien. En XVIIIvet e weñvo he brud, rak gall e teuy Haiti da vout gant feuremglev Ryswick en 1697. Yac'h e kaved an hin, yac'hoc'h eget hini an enez vras, ha suroc'h evel repu pa veze freuz ha reuz en Haiti: eno e varvas ar jeneral Leclerc en 1802.
En amzer ar flibusterien e oa enni ur gevredigezh Europeiz gant Saozon, Gallaoued, ha Hollandiz. Sevel a rejont ur vreudeuriezh, ur seurt republik.
Adalek fin ar XVIIvet kantved ez eas ar flibusterien d'en em ziazezañ e Jamaika ma vo etre daouarn ar Saozon evel Henry Morgan.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.