From Wikipedia, the free encyclopedia
Leda hag an alarc'h zo un daolenn gant Leonardo da Vinci hag a zo aet da goll, nemet anavezet eo dre ar studiennoù graet gantañ, tresadennoù diwar e zorn, hag an eillivadurioù zo bet graet gant e ziskibien evel Cesare da Sesto.
Leda hag an alarc'h (Wilton) | |
Cesare da Sesto, 1505-1510 | |
eoullivadur war lien | |
96,5 × 73,7 cm | |
Wilton House | |
Salisbury | |
Bro-Saoz |
Leda, merc'h roue Etolia ha pried Tindareos, roue Sparta en harlu. Karet eo gant Zeus a deu d'ober e lez dezhi e korf un alarc'h. Diwar e garantez ez eus ganet daou vugel: Elena ha Polideükes, ganet en ur vi, tra ma'z eo ganet Kastor ha Klitemnestra en ur vi all[1].
Meur a daolenn a zo bet livet diwar taolenn pe studioù Leonardo.
Peurvuiañ e weler ur vaouez c'hadalus, an doueez Leda, o vriata un alarc'h, an doue Zeus, hag eñ ur gurunenn aour en e gerc'henn.
E-harz treid Leda emañ ar vioù a vije ganet anezho ar c'hoarezed Elena ha Klitemnestra hag an Dioskured, ar vreudeur Kastor ha Polideukes.
Leda hag an alarc'h (Roma) | |
Cesare da Sesto, 1510-1520 | |
tempera war goad | |
112 × 86 cm | |
Galleria Borghese | |
Roma | |
Italia |
En taolennoù anavezet ez eus kevredet daou vare disheñvel, hini emgav Leda hag an evn, ha hini diglorañ ar vioù ha ganedigezh ar pevar bugel.
Er Galleria Borghese en Roma emañ an daolenn abaoe 1693. N'ouzer ket gant piv e voe urzhiet avat.
Pell amzer e voe soñjet e oa diwar zorn Leonardo. Hiziv e soñjer e oa un eillivadur, ha n'eo ket diwar an daolenn orin, met un oberenn all savet diwar ar c'hartoñs graet gant Cesare da Cesto diskibl da Leonardo.
Ken brudet e oa Leda Leonardo ma voe graet kalz a eillivadurioù anezhi.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.