Levrioù ar vugale
From Wikipedia, the free encyclopedia
Levrioù ar vugale a oa un dastumad levrioù-bugale embannet gant Al Liamm etre 1954 ha 1977.
Darn eus al levrioù-se zo kontadennoù tennet eus al levr gallek Les Contes de ma Mère l'Oye, gant Charles Perrault, embannet e 1697, pe eus dastumad alamanek kontadennoù Grimm, embannet e 1812, hogen azasaet ha skeudennaouet.
Diouzh a ouzer eo pe gant Pêr ar Bihan pe gant Pêr Denez, pe c'hoazh Roparz Hemon, e oa savet ar skridoù. Ral eo lenn o anvioù war al levrioù avat.