Lic'has
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lic'has (Λίχας e gregach) a oa mevel Herakles, hag an hini a roas dezhañ da wiskañ ar roched kontammet, a-berzh e bried Deianeira, a oa savet gwarizi dezhi abalamour d'ar goantenn Iole, hag a lazhas he fried evel-se.
Herakles a soñjas e oa bet kontammet gant ar paotr, hag en e gonnar e krogas er paotr war-bouez e dreid hag e skoas anezhañ er mor. Troet e voe en karreg, pe hervez ur vojenn all, e stinkas tammoù eus e gorf d'ober inizi ar Mor Egea.