Liorzhoù a-istribilh Babilon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Liorzhoù a-istribilh Babilon (anvet ivez Liorzhoù a-istribilh Semiramis) (e-kichen kêr vodern Al Hillah en Irak) a oa unan eus Seizh Marzh ar Bed. savet e oant gant Nabukodonozor II war-dro 600 kent J.-K. A-hervez en dije savet al liorzhoù-se evit plijout d'e wreg, Amitis Media, he doa hiraezh d'ar plant frondus ha d'ar gwez a gaved en he bro.[1]. Distrujet e oa al liorzhoù a-istribilh gant ur c'hren-douar goude ar c'hentañ kantved kent J.-K..
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/6a/Hanging_Gardens_of_Babylon.gif/640px-Hanging_Gardens_of_Babylon.gif)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/48/Ogrody_semiramidy.jpg/320px-Ogrody_semiramidy.jpg)
Anavet eo al liorzhoù a-istribilh a-drugarez dan istorourien gresian evel Strabo ha Diodoros Sikilia. Gant an amzer e c'halljent bezañ bet mesket gant liorzhoù all a oa bet savet en Ninive, rak tablezennoù eus al lec'h-se a ziskouezh liorzhoù en un doare fraezh. Skridoù an tablezennoù-se a zeskriv ar pezh a c'hallfe bezañ bet un dra bennak heÆvel ouzh Biñs Arkimedes a-benn sevel an dour d'an uhelder rekiz.