Lou (anv-badez ha lesanv)
anv-badez ha lesanv / From Wikipedia, the free encyclopedia
Lou a c'hall bezañ un anv roet kenkoulz d'ar merc'hed ha d'ar baotred, e meur a yezh. Un berradur gallek, saoznek pe c'hoazh alamanek eus stummoù an anvioù Loeiz ha Loeiza er yezhoù-se eo, da lavaret eo Louis e galleg ha saozneg, Louise e gallek, Lewis e saozneg hag all. Ral eo evel anv-paotr e galleg hag evel anv-plac'h e saozneg avat.
Er Stadoù-Unanet eo ral evel anv-badez met stank evel lesanv, hag e Sina ivez.