From Wikipedia, the free encyclopedia
Doña Manuela Sáenz (27 a viz Kerzu 1797, pe marteze 1795, e Quito, Ecuador - 23 a viz Du 1856 e Paita, Perou), a oa ur vrogarourez eus Ecuador ha serc'h Simón Bolívar, an dispac’hour eus Suamerika. Lesanvet eo ivez "Manuelita Sáenz" ha "la Libertadora del Libertador" (dizalc’herez an dizalc’her). Merc'h e oa da Simón Sáenz Vergara ha Maria Joaquina Aizpuru, ha dimeziñ a reas gant an doktor James Thorne. Dilezel a reas he gwaz avat da vont da vevañ gant Bolívar.
Manuela Sáenz a seller outi evel unan eus merc’hed penn a-raok Suamerika hag unan eus renerien ar stourm evit dieubidigezh Suamerika. Hervez an istorour venezuelat Denzil Romero e oa-hi marteze "ar vaouez pouezusañ zo bet en istor Suamerika" hag he deus bet " muioc’h a levezon eget Eva Perón".
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.