Maria Portugal, Dugez Parma ha Piacenza
From Wikipedia, the free encyclopedia
Maria de Guimarães, pe Maria Portugal (1538-1577), Dugez Parma ha Piacenza, a oa merc'h da Duarte Portugal, 4vet Dug Guimarães ha da Isabel de Bragança, ha merc'h-vihan d'ar roue Manuel Iañ Portugal.
Dimezet e voe da Alessandro Farnese (1545-1592), danvez Dug Parma ha Piacenza, gouarnour an Izelvroioù. Kement-se a oa lodek e politikerezh roue Spagn, Felipe II, hag Ottavio Farnese, dug Parma. En Brusel e voe an eured d'an 11 a viz Du 1565, e lez ar roue Felipe II. Ken kaer e oa ar festoù ma hañvalas an dispignoù bezañ re goustus.
E 1566 ez eas Maria hag Alessandro da chom da Parma. Bloaz goude e c'hanas Maria he bugel kentañ.