Michelle Bachelet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Verónica Michelle Bachelet Jeria /βeˈɾonika miˈʃɛl baʃˈle ˈçeɾja/ (* Santiago, 29 Gwengolo 1951), mezegez surjianez, pediatrez ha politikourez chilean. Ezel eo eus Strollad sokialour Chile (Partido Socialista de Chile) ha bet eo ministrez war ar Yec'hed e gouarnamant Ricardo Lagos etre 2000 ha 2002, a-raok dont da vezañ ar vaouez kentañ e Latinamerika oc'h ober evel Ministrez an Difenn (2002). Dilennet eo bet evel prezidantez ar republik e 2006. Deuet eo evel-se da vezañ ar c'hentañ plac'h dilennet da brezidantez e Chile evit pevar bloaz (resped 2006-2010). Kemer a ra lec'h ar prezidant Ricardo Lagos. D'ar 15 a viz Kerzu 2013 eo dilennet en-dro da Brezidantez ar Republik.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Chile |
Anv e yezh-vamm an den | Verónica Michelle Bachelet Jeria |
Anv-bihan | Michelle |
Anv-familh | Bachelet |
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Jeria |
Treuzskrivadur API | beˈɾonika miˈtʃel βatʃeˈle ˈxeɾja |
Deiziad ganedigezh | 29 Gwe 1951 |
Lec'h ganedigezh | La Cisterna |
Tad | Alberto Bachelet |
Mamm | Ángela Jeria |
Pried | Jorge Dávalos |
Bugel | Sebastián Dávalos |
Kar | Máximo Jeria |
Yezh vamm | spagnoleg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg, spagnoleg |
Micher | politiker, surjian, epidemiologist, pediatrician |
Tachenn labour | Strategiezh vilourel |
Implijer | Aozadur ar Broadoù Unanet |
Karg | United Nations High Commissioner for Human Rights |
Affiliation string | Office of the High Commissioner for Human Rights |
Strollad politikel | Socialist Party of Chile |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2005–06 Chilean presidential election, 2013 Chilean presidential election |
Relijion | agnostegezh |
Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2019 |
Anvet diwar | Michèle Morgan |
Ezel eus | Puebla Group |
Lec'hienn ofisiel | http://michellebachelet.cl/ |
Ouzhpenn ar spagnoleg e teu brav ganti ar saozneg, an alamaneg, ar portugaleg, ar galleg ha gouzout a ra tammoù rusianeg ivez.