From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Misterioù Goulaouus a vez misterioù an Aviel a denn eus ministrerezh Jezuz Krist war an douar hag eus e vuhez foran en aviel. Heuliañ a ra ar misterioù goulaouus ar Misterioù Joaius. Heuliet int gant ar Misterioù Poanius hag ar Misterioù Glorius. An heuliad misterioù-se a zo bet savet gant ar pab Yann-Baol II. Bez ez eus pemp mister goulaouus : Badeziant ar C'hrist, Eured Kana, Embann ar Rouantelezh, Treuzneuziañ ar C'hrist, Entitladur an Eukaristiezh.
Prederiet e vez ar misterioù-se gant kement kristen a bed e chapeled d'ar Yaou.
Hervez Compendium Katekiz an Iliz Katolik e vez graet Mysteria luminosa eus ar misterioù goulaouus e Latin.
Badeziant ar C'hrist war vord stêr-Yordan (Baptisma apud Iordanem).
Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare : "Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez".
– Mazhev 3,16-17
Diskouezadur ar C'hrist e-doug Eured Kana (Autorevelatio apud Cananense matrimonium)
Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea, ha mamm Jezuz a oa eno. Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien. Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win. Jezuz a respontas dezhi: "Maouez, petra a zo etre te ha me ? Va eur n'eo ket c'hoazh deuet". E vamm a lavaras d'ar re a servije: "Grit kement a lavaro deoc'h "
– Yann 2, 1-5
Embann Rouantelezh Doue a-gevret gant ar bedadenn en em dreiñ davet Doue (Regni Dei proclamatio coniuncta cum invitamento ad conversionem)
An amzer a zo peurc'hraet, ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.
– Mark 1, 15
An treuzneuziañ eus ar C'hrist war Menez Tabor (Transfiguratio)
C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo; e zremm a lugernas evel an heol, hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.
– Mazhev 17, 1-2
Entitladur an Eukaristiezh, e-pad Koan Fask, da goulz abardaez Yaou Gamblit(Eucharistiae institutio)
Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas d'an diskibien, o lavarout: "Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf."
– Mazhev 26, 26
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.