Morlu
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur morlu (pe arme-vor) eo lodenn nerzhioù milourel ur riez lakaet prest da gas en-dro emgannoù diwar listri brezel pe kirri dour ha douar war lennoù bras, morioù ha meurvorioù. War listri-spluj ha nijerezioù lestret e c'hell bezañ graet an oberatadennoù brezel ma 'z eus ezhomm.
Goude m'en deus bet ar morluioù harpet gant diorren ar c'hehenterezhioù hag hini ar c'hanolioù hag ar misiloù ez a o roll troetoc'h ouzh ar mont pell e berr amzer eget rolloù an difenn hag an alouberezh a zo bet o lod kantvedoù-pad. D'ar morluioù eo gwareziñ an hentoù-mor ha bezañ gouest da dagañ porzhioù ha savadurioù war an aod hiziv. Troet eo roll ar morluioù herzel ar morluioù enebour ouzh kas o nerzhioù da bell.
Cheñchet eo bet roll morluioù ar 5 riez nukleel pennañ p'o deus gallet sevel un nerzh dibennadiñ e-keñver ar riezoù bihanoc'h o nerzhioù milourel.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.