Nordisk Film (pe Nordisk Film Distribution, kengwerzher evit SUA: Great Northern Film Company), savet e Danmark e 1906 gant ar sevener filmoù Ole Olsen, eo ar studio filmoù koshañ oberiant hep ehan er bed. Bez eo an trede studio koshañ goude Gaumont Film Company ha Pathé. Olsen en devoa savet e studio e bannlev Kopenhagen, e Valby. An anv kentañ a oa "Ole Olsen's Film Factory" met kemmet e oa bet buan en Nordisk Film Kompagni. E 1908, Olsen en devoa savet ur skourr en New York, anvet Great Northern Film Company, kefridiet da embann ar filmoù evit ar marc'had stadunanat. Evel Nordisk Film e voe lakaet da dalvezout en tiez-eskemm e 1911.

Thumb
Logo ar studio Nordisk film e 1909

E 1992 e oa kendeuzet gant Egmont, ur strollad mediaoù. Hiziv-an-deiz ez eo ledet an oberiantizoù war ar bed niverennel kement evit seveniñ pe embann. E-tro 1900 a implijidi a zo. An arc'hant gounezet evit ar bloavezh 2015 a oa bet e-tro €497 milion.

Thumb
Dor pennlec'h Nordisk Film

Hiziv, Nordisk Film a chom an embregerezh produiñ filmoù oberiant koshañ er bed. Egmont Nordisk Film eo ar sevener hag embanner brasañ a-fed dudi niverennel evit broioù an norzh. Nordisk Film a gemer perzh en holl skourroù eus an dudi niverennel: seveniñ, embann, gwerzhañ hag arc'hantaouiñ.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.