From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur penitiour zo un den a ya da vevañ en digenvez evit abegoù relijiel. Peniti a reer eus al lec'h ma ra e annez.
Iskevrennad eus | believer, Den |
---|---|
Dezverket dre | seclusion |
A implij | peniti |
Stumm gourel an dikedenn | ناسك, Eremit, Einsiedler, puščavnik, eremitas |
Diwar ar galleg "ermite" e vez lavaret ivez "ermit" e-lec'h "penitiour" hag "ermitaj" e-lec'h "peniti".
Ar benitiourien gentañ a zo bet, hervez an hengoun kristen, Paol Teba hag e ziskibl Anton Veur, a oa o vevañ e dezerzh Ejipt e korn-bro Teba pe Tebai, war-dro 250-350. Diwar ar skouer-se e voe graet kemend-all gant meur a zen en dezerzhioù ken e voent anvet "Tadoù en Dezerzh".
Kemeret e veze skouer war ar C'hrist a yae en dezerzh evit pediñ, argas an temptadurioù pell dioutañ ha klask tostaat da Zoue evel m'eo bet kontet en Aviel.
En XXvet kantved ez eas Charles de Foucauld d'ar Sahara da vevañ evel ur penitiour eno met ne oa ket evit mirout a gaout darempred gant an dud a oa o chom tro-war-dro.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.