Penniliz Itron Varia Guadalupe (Mec'hiko)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur santual katolik dediet da Werc'hez Guadalupe eo Penniliz Itron Varia Guadalupe e Mec'hiko. War torgenn Tepeyac emañ, en delegación Gustavo A. Madero, e kêr Mexico.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f8/S_d_n_Sra_d_Gdpe_-_Bas%C3%ADlica_de_Nuestra_Se%C3%B1ora_de_Guadalupe_interior.jpg/640px-S_d_n_Sra_d_Gdpe_-_Bas%C3%ADlica_de_Nuestra_Se%C3%B1ora_de_Guadalupe_interior.jpg)
Ar santual katolik pouezusañ en Amerika eo, hag unan eus ar re a vez gweladennet ar muiañ, gant 20 milion a birc'hirined bep bloaz, ha 9 milion anezhe war-dro an 12 a viz Kerzu, deiz ar Virgen de Guadalupe. Div iliz a vez gweladennet : Penniliz Nuestra Señora de Guadalupe hag Azeuldi Dasprenus ar C'hrist Roue.
Enni e weler toneg Juan Diego Cuauhtlatoatzin mar deo chomet moulet skeudenn ar Werc'hez goude dezhi en em ziskouez d'ar mesaer-se.