Pêr Peron
From Wikipedia, the free encyclopedia
Pêr Peron (Pierre René Émile Péron e marilh kêr), ganet e Brest d'ar 5 a viz Here 1905 ha marvet er gêr-se ivez d'ar 27 a viz Meurzh 1988, a zo un arzour breizhat, anezhañ ul livour, tresour, skeudennour ha kizellour, ezel eus luskad ar Seizh Breur. Meur a levr a zo bet skeudennet gantañ, en o zouez reoù vrezhonek evel An ti Satanazet skrivet gant Jakez Riou.
War meur a dachenn eo bet Pêr Peron o labourat : savet en deus skritelloù bruderezh, mignon bras eo bet da Reun Kreston, labouret en deus evit embregerezhioù evel Hermès ha Le Minor, tresadennoù en deus graet evit ar gazetenn Le Télégramme (bannoù-treset Dig a Dao, gant divizoù leun a vrezhonegadurioù)...