From Wikipedia, the free encyclopedia
Phnom Penh (kmereg: ក្រុងភ្នំពេញ) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Kambodja, war ribl ar Mekong. 1 501 725 a annezidi a oa o chom enni e 2012, ha war-dro 2,2 vilion a dud a zo o vevañ er gêrva.
Kêr-benn Kambodja e teuas da vezañ e 1432 evit ar wech kentañ, goude ma oa bet ret da Ponhea Yat, roue an impalaeriezh Khmer, dilezel Angkor Thom a oa bet lakaet en arigrap gant ar Siam. E 1505 e cheñchas kêr-benn ar vro adarre ha n'eo nemet e 1866, dindan ren Norodom Iañ, ma tiazezas da vat sez ar gouarnamant ha ma voe savet palez ar roue eno.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.