Pierre-Gustave Toutant de Beauregard, ganet d'an 28 a viz Mae 1818 e Saint-Bernard, hag aet da anaon an 20 a viz C'hwevrer 1893, a oa ur politikour, ijinour, skrivagner, kargad, ha jeneral eus lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Thumb
Poltred sinet gant Pierre Gustave Toutant de Beauregard

Hiziv an deiz e vez berraet e anv dindan ar stumm P. G. T. Beauregard, met eñ ne implije e raganv Pierre nemet ral a wech ; sinañ a rae e lizheroù gant ar stumm G. T. Beauregard.

Anavezet eo evel unan eus trec'herien armeoù an Norzh e-pad kentañ emgann Bull Run.

Kentañ emgann Bull Run

Kentañ emgann Bull Run pe kentañ emgann Manassas a vvoe taol-dreist Pierre-Gustave Toutant de Beauregard en e vuhez soudard. Dre implij ar c'hazetennoù e teuas a-benn da gemer ur plas meur en trec'h, padal ne adkaver ket ur plas ken uhel dezhañ pa lenner testenioù ar re a gemeras perzh en emgann.

Thumb
Kartenn kentañ emgann Bull Run

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.