From Wikipedia, the free encyclopedia
Pietro de' Medici (1554-1604) a oa ur priñs eus Firenze, mab yaouankañ Cosimo Iañ de' Medici, dug-meur Toskana, hag Eleonora di Toledo, a grougas e bried kentañ ha keniterv Eleonora di Garzia di Toledo. Brud en doa da vezañ bambocher ha gastaouer, un den rok ha feuls, ha leun a fallagriezh.
E 1571, da seitek vloaz, ez eas da chom da Roma, goude dimeziñ d'e geniterv Eleonora di Garzia di Toledo, nizez d'e vamm. E nevezamzer 1575 ez eas da Venezia.
Pa glevas e taremprede e wreg un den anvet Bernardo Antinori e soñjas en devoa kavet an tu d'en em zizober eus an hini a vire outañ da ren ar gwallvuhez a blije dezhañ.
E miz Gouhere 1576 e krougas e bried gant roll ur c'hi, er Villa Medici Cafaggiolo. Tamall a reas Bernardino Antinori da vezañ irienner, bac'het e voe ar paotr yaouank ha lazhet er vac'h, tra ma oa gwarezet Pietro gant e vreur dug-meur.
Addimeziñ a reas daoust d'e vrud fall. En 1593 e timezas da Beatriz de Meneses, un itron bortugalat pinvidik, a oa da baeañ e vern dle. Met kenderc'hel a reas da redek an douilhez ha da c'hastaouiñ, ha meur a vugel en doe gant Antonia Caravajal.
Mervel a reas e Madrid, da 50 vloaz.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.