From Wikipedia, the free encyclopedia
Propaganda a vez graet eus un doare kelaouiñ tuet hag a zo e bal levezoniñ ur boblañs etrezek un doare soñjal pe un abeg.
Iskevrennad eus | psychological manipulation, Kemennadur, information campaign, deceptive communication technique |
---|---|
Arvez | religious fanaticism |
Diazezet war | political agenda, hidden agenda |
Pal | social influence, galloud |
Istor | history of propaganda |
Dezverket dre an ezvezañs a | journalistic objectivity |
Pleustret gant | propagandist, useful idiot |
Implijet gant | war effort, political campaign, health campaign, reveulzier, Naziegezh |
A implij | loaded language, propaganda technique |
Ma'z eo deuet da vezañ ur ger gant ur meneg fall hiziv-an-deiz n'eo ket bet atav ar memestra dre ar ster orin hag a oa neptu betek kaout ur meneg pozitivel, implij brudadegoù propaganda evit ar yec'hed pe c'hoazh brudadegoù evit reiñ c'hoant d'ar geodedourien da vont da votiñ.
Propaganda a zo ur ger modern latin o tont eus propagare. Deuet eo war wel ar ger propaganda adal krouidigezh ur gevrenn nevez d'an Iliz gatolik (kenvreuriezh) e 1622 anvet Congregatio de Propaganda Fide (Kenvreuriezh evit emled ar gredenn) hag a oa krennet e Propaganda. Pal an aozadur-se a oa ledañ ar feiz gatolik etrezek ar broioù na oant ket c'hoazh eus ar gredenn-se.
Adalek 1790 e krog implij ar ger propaganda gant oberiadurioù laik. Kregiñ a raio ar ger propaganda da gaout ur meneg fall adal kreiz an 19vet kantved dres pa vezo adimplijet e bed ar politikerezh.
Diaes ez eo da sevel harzoù sklaer etre propaganda ha doareoù all da gelaouiñ pe da gendrec'hiñ an dud. E pelec'h e vez kavet an tu da ziforc'hañ sklaer hag anat en ur chom gant ur sell skiantel? "Ar pezh a reomp-ni a zo disheñvel, int-i a ra propaganda".
Gant Garth Jowett ha Victoria O'Donnell ez eus bet roet un displegadenn skiantel d'ar ger propaganda.
Ar propaganda a zo anavezet hag implijet alies a-raok pe e-pad ur brezel evit broudañ an dud da gemer perzh enni pe da vroudañ ar brasañ niver ez eo ur brezel evit ar mat.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.