Proviñs Minho zo ur broviñs kozh e Portugal, en hanternoz ar vro, hag a glot dre vras gant distrigoù Braga ha Viana do Castelo.

Ur pennad Minho zo ivez.
Proviñs kozh Minho

Dont a ra hec'h anv eus hini ar stêr Minho, a red etre Galiza (en hanternoz) ha Portugal.

Kêr-benn Minho e oa Braga (Bracara Augusta), kêr-benn gozh proviñs roman Gallaecia ha rouantelezh ar Sueved.

Er Minho emañ kavell kontelezh istorel Portucale gant kêrioù Guimarães (ar gêr kavell), Barcelos (kêr ar gonted) ha Braga (kêr an arc'heskibien).

Hiziv, e-lec'h proviñsoù ez eus distrigoù, ha rannet eo bet proviñs Minho etre daou zistrig, hini Braga ha hini Viana do Castelo. Hiziv emañ e Rannvro an Norzh.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.