Riz dre laezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar riz dre laezh zo ur meuz graet gant riz, laezh ha sukr, hag aozennoù all alies evel vanilha, kanell, karamel, dour roz pe c'hoazh rezin sec'h. A-orin kreizaziat eo, met kavet e vez en ur bern broioù dre ar bed rak ur meuz simpl ha mat eo, debret gant ar vugale hag an dud gour.
Kalz doareoù zo d'e aozañ. Ar riz, krenn peurliesañ, a c'hall bezañ bervet pe poazhet er forn.
Setu roll an aozennoù a c'haller kavout :
- ar riz : riz gwenn (krenn pe hir, bruzhun riz, basmati pe thai), riz gell, riz du
- e-lec'h riz e c'haller implijout semoul, boulgour, tapioka, vermisel...
- al laezh : laezh-dienn, laezh-kokoz, dienn, laezh koazhet. Laezh buoc'h, gavr en Italia, kañvalez e Rajasthan (India), yak, bual tibok-tibok er Filipinez. Laezh goell a vez implijet en Azia, ha laezh kaoulet e Rusia, ur probiotik kreñv eo.
- spisoù (kardamom, kraoñ-muskadez, kanell, jinjebr hag all)
- frondoù ha pallennadoù (vanilha, orañjez, sitroñs, dour roz ; pistachez, alamandez, kraoñ-kajou, rezin sec'h, kraoñ hag all)
- ar sukr : sukr gwenn pe rous, mel, laezh koazhet sukret, datez, frouezh pe siros
- vioù a-wechoù
D'an holl bredoù e c'hall bezañ servijet riz dre laezh hervez ar broioù hag an hengounioù. En Europa e vez debret evel un dibenn-pred kentoc'h, pe da verenn-vihan. E Norzh Europa e vez debret da lein, a-wechoù da verenn. Ar farz-riz zo ur wastell graet gant riz dre laezh. Hiziv e vez kinniget riz dre laezh gant ar strolloù gounezvouederezh bras.