![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c7/Don_Quichotte_Honor%25C3%25A9_Daumier.jpg/640px-Don_Quichotte_Honor%25C3%25A9_Daumier.jpg&w=640&q=50)
Rocinante
From Wikipedia, the free encyclopedia
Rocinante eo anv marc'h Don Quijote e romant Miguel de Cervantes. Ur marc'h kalloc'h eo, ha n'eo ket ur gazeg, treut evel ur valuc'henn.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c7/Don_Quichotte_Honor%C3%A9_Daumier.jpg/640px-Don_Quichotte_Honor%C3%A9_Daumier.jpg)
Honoré Daumier, c. 1868
Rocín a o un anv roet d'ur marc'h a ouenn fall, ha d'un den dizesk. Kar eo d'ar ger portugalek Rossim. E galleg e vez graet roussin pe rosse eus al loen ivez gant ar ster-se.
Koulskoude, a-raok bezañ ur sac'h eskern ha netra ken, e oa ul loen a oa « gwelloc'h marc'h eget Babieca ar Cid ha Bucéfalo Alesant Veur », eme e berc'henn.
Deskrivet eo er pennad kentañ penaos eo bet choazet anv ar marc'h gant aked, o tremen pevar deiz war ar poent-se.
- Rocinante kouezhet d'an douar, en abadenn ar milinoù-avel
Gustave Doré