![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/24/KZ_Sachsenhausen-Turm_A.jpg/640px-KZ_Sachsenhausen-Turm_A.jpg&w=640&q=50)
Sachsenhausen (kamp-kreizennañ)
mirdi Alamagn / From Wikipedia, the free encyclopedia
Sachsenhausen a oa ur c'hamp-kreizennañ nazi savet e 1935, tregont km e norzh ac'hann da Verlin. Kemer a reas plas hini Orianenburg a oa bet digoret e 1933 ha serret e 1935. Ne voe ket bac'het kalz Yuzevien er c'hamp met kentoc'h prizonidi bolitikel a bep seurt broadelezhioù. Etre 1936 ha 1945 e voe bac'het ennañ war-dro 200 000 den ha 100 000 a varvas ennañ. E miz Eost 1941 e voe lazhet ennañ ouzhpenn 13 000 prizoniad brezel soviet. C'hwec'h kant hektar e oa gorread ar c'hamp, hiziv an deiz eo bet lakaet da lec'h-koun (Gedenkstätte).
- Ouzhpenn al logelloù boutin e oa re all ma veze bac'het an tud brudet enne. E-touez an dud brudet a voe bac'het e Sachsenhausen e voe :
- Stepan Bandera, politikour ukrainat,
- Salah Bouchafa, stourmer aljeriat,
- Iakov Djougachvili, mab henañ Jozef Stalin,
- Herschel Grynszpan, muntrer Ernst vom Rath,
- Francisco Largo Caballero, bet e penn gouarnamant Republik Spagn e penn-kentañ ar brezel diabarzh,
- Georges Mandel, politikour gall,
- Paul Reynaud, politikour gall,
- Fritz Thyssen, embreger alaman,
- Kurt von Schuschnigg, bet kañseller Aostria.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0a/Bundesarchiv_Bild_183-H0403-0201-003%2C_KZ_Sachsenhausen%2C_Besuch_Himmler.jpg/640px-Bundesarchiv_Bild_183-H0403-0201-003%2C_KZ_Sachsenhausen%2C_Besuch_Himmler.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/24/KZ_Sachsenhausen-Turm_A.jpg/640px-KZ_Sachsenhausen-Turm_A.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/54/Prisoners_in_the_concentration_camp_at_Sachsenhausen%2C_Germany%2C_12-19-1938_-_NARA_-_540175_%28cleanup%29.jpg/640px-Prisoners_in_the_concentration_camp_at_Sachsenhausen%2C_Germany%2C_12-19-1938_-_NARA_-_540175_%28cleanup%29.jpg)
E kamp Sachsenhausen e voe staliet ensellerezh kreiz SS hag ennañ e voe arnodet an teknikoù peurlazhañ a-raok o implijout e kampoù all.
Lakaet e veze ar brizonidi da labourat e diavaez ar c'hamp, e kampoù bihanoc'h anvet kommandos. Ouzhpenn bezañ lakaet da labourat er c'hoad e vezent lakaet da dresañ armoù. Ur stal-labour aozañ moneiz faos a voe savet ennañ ivez, e-tro pemzek million a lurioù saoz a voe produet.
Dieubet e voe prizonidi ar c'hamp gant an Arme Ruz e fin miz Ebrel 1945. Ennañ e chome war-dro 3 000 prizoniad (an hanter anezho a oa maouezed). Implijet e voe ar c'hamp gant Soviediz etre 1945 ha 1950. Ennañ e voe bac'het neuze fonksionerien nazi hag enepkomunourien. Soñjal a reer e varvas 12 000 den ennañ d'ar mare-se abalamour d'an doareoù bac'hañ ha da gleñvedoù-red.