Saw (heuliad filmoù)
heuliad filmoù spont / From Wikipedia, the free encyclopedia
Saw zo un heuliad filmoù spont stadunanat krouet gant James Wan ha Leigh Whannell. En holl ez eus bet savet nav film gant ouzhpennadurioù war mediaioù all.
Fedoù berr-ha-berr Titl, Tachenn ...
Saw
Titl | Saw |
---|---|
Tachenn | Sinema spont |
Krouet gant | Leigh Whannell, James Wan |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwell | saozneg |
Deiziad embann | 2004 |
Sevener | James Wan |
Komedianeta | Tobin Bell |
Frammer filmoù | Kevin Greutert |
Sonaozer | Charlie Clouser |
Produer | Gregg Hoffman, Oren Koules, Mark Burg |
Embregerezh produiñ | Twisted Pictures |
Amleder | Lionsgate Films |
Tudennoù | Jigsaw |
Lec'hienn ofisiel | http://lionsgateathome.com/saw, https://www.lionsgate.com/franchises/saw |
Serriñ
Ar frañchiz a ro tro da heuliañ John Kramer, lesanvet ar "Jigsaw Killer" pe "Jigsaw". Gwelet eo bet evit ar wech kentañ er c'hentañ film anvet Saw. Goude-se ez eus dipleget muioc'h a draoù diwar e benn en Saw II hag er filmoù ouzhpennet er frañchiz. E-ser lazhañ tud end-eeun, Kramer a dap an dud er pezh a vez anvet gantañ "arnodennoù" pe "c'hoarioù" evit gwelet betek pelec'h ez afent evit chom bev. Jahinoù korfel, speredel a vez rak ma teuont a-benn e vint dieubet a-hervez. Marvet eo Kramer er film Saw III ; er filmoù da-heul e vez gwelet penaos e kendalc'h e oberoù gant muntrerien all.