Serj Richard
From Wikipedia, the free encyclopedia
Serj Richard (pe Serge Richard hervez e anv ofisiel), ganet e Nogent-sur-Marne e 1956, zo kelenner brezhoneg, ha skrivagner brezhonek. O kelenn brezhoneg e Gwengamp eo bet e-pad 20 vloaz. E Skol-veur Breizh-Izel (SBI) hag e Skol uhel ar c'helennerezh hag an deskadurezh emañ bremañ. Kinnig a ra, d'an danvez-kelennerien, kentelioù didaktik ar brezhoneg ha kentelioù merañ ar c'hlasad. Stourmer politikel eo bet ivez gant UDB : e 2001 evit an dilennadegoù-kêr e Gwengamp[1], evel erlec'hier evit an UDB e kanton Gwengamp e 2015[2],[3]. Emañ war e leve abaoe 2022.
Serj Richard | |
---|---|
Deiziad ganedigezh | 14 Here 1956 |
Lec'h ganedigezh | Nogent-sur-Marne (94) |
Bro | ![]() |
Micherioù | Kelenner Skrivagner Pedagogour Troour |
Oberennoù pennañ |
|
Skourr | Liseoù Pariz
Skolaj ha Lise Gwengamp IUFM Sant-Brieg ESPE Sant-Brieg |
kemmañ ![]() |